Toirdhealbhach Mac Suibhne (saozneg : Terence James MacSwiney ; Corcaigh, 28 Meurzh 1879 – London, 25 Here 1920) a oa ur skrivagner saoznek hag ur politikour iwerzhonat. Dilennet e voe evel Maer Corcaigh er strollad Sinn Féin e-kerzh Brezel dizalc'hted Iwerzhon e 1919[1].
Lakaet e voe harz warnañ gant ar gouarnamant saoz evit bout klasket ober kabal, ha kaset e voe d'an toull-bac'h. Mervel a reas goude 74 deiz a zisvoued, e miz Here 1920. Dre e aberzh e voe lakaet brezeladenn ar republik iwerzhonat war wel er bed a-bezh.